TRI YANN AN DISTRO EUZ A VRO ZAOZ Lyrics

Etre parrez Pouldergat ha parrez plouare,
Ez euz tudjentil iaouang o sevel eunn arme
Evit monet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez,
En deuz dastumet kalz tud euz a beb korn a Vreiz;

Evit monet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vroz-zoz.
Me'm euz ma mab silvestik e ma int ouz he c'hrtoz;
Me'm euz ma mab silvestik ha n'em euz nemet-han;
A la da heul ar strollad, gand marc'hein ar ban.

Evit monet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez,
Evit monet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vroz-zoz.

Eunn noz e oann em gwele, ne oann ket mousket mad,
Me gleve merc'hed Kerlaz a gane son ma mad
Ha me sevel em'c'haonze raktal war ma gwele:
- Otrou doe! Silvestik, pelec'h oued de breme?

Marteze em oud ouspenn tric'hant ieo deuz va zi
Petolet barz ar mor braz d'ar pesked da zibri;
Mar kerez bea chommet gant da vamm ha da dad,
Te vize bet eureujed breman, eureujed mad;

Achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri:
- Kenavo d'id, silvestik, ne n'az gwelinn ket mui;
Mar kafenn da eskern paour tolet gand ar mare,
Oh, me ho dastumefe hag ho briatefe ...

Ne oa ked he c'homz gant-hi, he c'homz peurlavaret,
Pa skoaz eul lestr a vreiz war ann ot, ke koliet,
Pa skoaz eul lestr a Vro penn-da-benn dispennet,

Leun a oa dud varo; den na ouffe lavar,
Na gout pe gelt zo amzer n'en deuz gweiet ann douar.
He silvestik ao eno, hogen na mamm na tad
Na mignon n'en doa, siouaz! karet he zaou-iagad.

See also:

54
54.21
Cataract Devon Lyrics
Fernando Delgadillo Cancion romantica en NI Lyrics