Gilles Servat Ar Sourdaded Zo Gùisket E Ru Lyrics

Ar zoudarded zo gwisket e ruz
O lin de lin da lan de lin da la la
Ar zoudarded zo gwisket e ruz
Ar veleien zo gwisket e du

Gwellañ soudard a oe en arme
Oe ur zoudard Ar Fur e añv

Eñ a lare d'e gamaraded
"Ne gredan ket e varvin ervat.

Med pa varvin-me kreiz ar Brezel
Interit me e douar santel.

Pa varvin-me e ti ma zad
Interit me e vourk Brizak

E vourk Brizak kreiz ar vered
Ur sapr-groaz du-hont 'm-eus plantet.

Ur wezenn-groaz am-eus plantet
Jamez delienn he-deus manket."

Med ar bloaz-man eñ zo kouezhet,
Soudard Ar Fur a zo marvet

Komans e rae 'n douar da gleuzañ
Gant ar Vretoned o ouelañ

Gwellañ soudard e oe en arme
Oe ar soudard Ar Fur, e oe.

Ar soudarded zo gwisket e ruz
Ar veleien zo gwisket e du.

See also:

74
74.114
Teen Idols The Longest Walk Lyrics
Pink Foyd High Hopes Lyrics